About this Recording
GP695 - LE FLEM, P.: Piano Works (Complete) (Koukl)
English  French  Breton 

Paul Le Flem (1881–1984)
Complete Piano Works

 

Gouezet en deus Paol ar Flemm mirout diazezoù e ziarvaroù e-keñver kened en e hentad krouiñ, paouez-dibaouez siwazh, ha lakaat war un dro e eztaoladoù da emdreiñ etrezek modernelezh e amzer.

A orin eus Breizh eo evel Gi Roparzh ha Louis Aubert. « Da gentañ em boa dizoloet ar sonerezh en tonioù pobl a gleven e Breizh hag a gaven brav-kenañ. Hoalet e oan ganto, entanet zoken » a anzave Paol ar Flemm. Pinvidikaet e vo buan a-walc’h endro sonioù bro e vugaleaj gant ar solfadurezh hag ar gensoniezh a zesko e-unan. Entanet gant ar mor ivez e klask ar Flemm studiañ e skol an arme-vor. Abalamour d’e weled fall ne c’hallo ket heuliañ an hent-mañ. Tapet an aotreegezh war ar brederouriezh gantañ er Sorbonne e kendalc’h e stummadur e skol sonerezh Pariz.

E 1902 en deus tro da welet abadennoù kentañ « Pelleas ha Melisande » sonaozet gant Debussy. Merket kreñv e chomo ar sonaozour yaouank gant hec’h eztaolad kensoniek. Adalek an hañv ez aio da chom e Rusia evel kelenner-ti e-pad 18 miz. Se a roio tro dezhañ da zeskiñ rusianeg. Distroet da Bariz e tiviz adkregiñ gant ar studioù sonerezh, er Schola Cantorum gant Vincent d’Indy (sonaozañ) hag Albert Roussel (kendoniañ) ar wech-mañ.

Anzav a raio diwezhatoc’h : « Gallout a rafen enebiñ barzhoniezh Debussy ouzh urzh rik Vincent d’Indy. E gwirionez eo bet levezonet ma oberenn ganto evel ma vefe bet kendeuzet, kemmesket an teir levezon-mañ : an douar genidik, Debussy, d’Indy ».

Etre en daou vrezel e vo kelenner, arzvarnour ha penn laz-kanañ war ar memes tro. Evel arzvarnour e tifenno en un doare kalonek oberoù hardishañ e amzer.

E 1937 ez adlaka e holl nerzh war ar sonaozañ. Genel a ra neuze oberennoù lourennek liammet ouzh kontadennoù ha mojennoù e Vreizh c’henidik evel « Eostig Sant-Maloù » (1938), « Hudourez ar mor » (1947). Oberennoù diheversoc’h ivez evel « Concertstück evit ar violin » (1965) ha teir sinfonienn (1957, 1972, 1974) e-lec’h ma santer un emdroadur eus e eztaolad sonerezh etrezek an atonegezh.

E-touez e oberennoù pennañ evit ar piano e c’haller menegiñ pevar fezh levezonet gant Breizh hag he gweledvaoù, he sklêrijennoù, he hinad, he mor cheñch-dicheñch, he struzh, garventez he greunit, ha perzhioù mousc’hoarzhus pe nec’hus he misterioù hag he mojennoù. Anv a zo a « Ebrel » (1910), « Kalvar kozh » (1910), « Dre al lanneier » (miz Du 1907), « Dre an aodoù ».

Mikael Bodlore-Penlaez


Close the window